Yaou (doue)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jupiter (doue))
"Yaou ha Thetis" - gant Jean Ingres, 1811.

Yaou (diwar ar ger latin Jovis), pe Jupiter (diwar ar ger latin Jupiter pe Juppiter) a zo doue pennañ ar Romaned. Roue an doueed hag an dud e oa.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaou ha Jupiter a zo daou anv evit ar memes doue hag an daou anv-se a zo bet kemmesket dre ma tremene an amzer. Ar stumm Jovis en doa lakaet ar Romaned da grediñ, poent zo bet, e oa tro-c’henel ar ger, hag e oa Jupiter tro-envel ar ger. En italianeg e vez lavaret Giove, hag anavezet eo ivez e saozneg gant ar stumm Jove, dreist-holl en estlammadell "By Jove!".

Jupiter a dalvez an “doue-tad”. Klotañ a ra eta an doue-se gant Zeus pater ar C'hresianed kozh, Dagda pe Taranis ar Gelted, ha Thor ar C’hermaned.

An anv brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh geriadur Gregor Rostren (1732) e kaver kement-mañ : « JUPITER, roi des Titans, mis au nombre des Dieux, Yaou, Yau, You, ar roüe Yaou, ar fals-doüe Yau. » Diwar anv an doue-se eo e teu, anat eo, anv an deiz : Yaou (Iau e kembraeg) hag an adverb “diriaou” (an deiz gouestlet da Yaou).

Mitologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tad ha mestr an holl zoueoù e oa gant ar Romaned, doue an oabl, ar gouloù, ar c’hurun hag al luc’hed. Eñ eo ivez an hini a zegas pinvidigezh war an Douar, ha diwaller meur Roma e oa. Gouestlet e oa ar C'hapitol dezhañ. Kred e oa eus al leoù hag ar c’hontradoù. Eilet e oa gant Juventus (Yaouankiz) ha Terminus (bevenn an amzer hag an egor). Skeudennet e vez alies gant luc'hed en e zorn ha gant un erer.

Ur bern bugale en doa amañ hag ahont, rak prest e veze da lammat war gement koantenn, doueez pe maouez, a blije dezhañ. Klask a rae kuzhat e garantezioù hag e vugale ouzh e wreg Juno met ne deue ket a-benn atav. Gant se he devoa bec'h an itron o klask mirout ouzh e droioù.

Gwelout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Zeus, a zo par dezhañ e relijion Hellaz kozh.

Astronomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet en deus e anv da blanedenn vrasañ koskoriad an Heol : Yaou.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.