Julia Gillard

Eus Wikipedia
Julia Gillard e miz Ebrel 2011

Julia Eileen Gillard (ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1961 e kêr Y Barri e Kembre) zo ur bolitikourez eus Aostralia, ezel eus Strollad al Labour. D'ar 24 a viz Mezheven 2010 e oa deuet da vezañ Kentañ ministr Aostralia, e-lec'h Kevin Rudd, dre ur vouezhiadeg e diabarzh Strollad al Labour. E miz Mezheven 2013 avat e oa bet kemeret penn Strollad al Labour gant Kevin Rudd en-dro ha lezet he doa ar garg a Gentañ Ministr gantañ.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]