Julia Franck
| Julia Franck | |
|---|---|
Julia Franck e 2007 |
|
| Obererezh | romantoù |
| Ganedigezh | 20 a viz C'hwevrer 1970 e Lichtenberg, Berlin |
| Yezh skrivañ | alamaneg |
| Enorioù | Priz ar romant alamanek (2007) gant Die Mittagsfrau |
| Oberennoù pennañ | |
|
|
|
|
|
| Lec'hienn ofisiel | www.juliafranck.de |
| kemmañ |
|
Julia Franck (20 a viz C'hwevrer 1970 e Lichtenberg, Berlin) a zo ur skrivagnerez alamanek. Merc'h-vihan ar gizellerez Ingeborg Hunzinger eo. Hiziv an deiz e vez o chom e Berlin. Troet eo bet hec'h oberennoù en ouzhpenn 35 yezh.
E 1978 ez eas gant he familh da chom da Verlin ar C'hornôg ha goude-se da Schleswig-Holstein. Studiañ a reas al lennegezh alamanek hag ar studioù stadunanat e Skol-veur dieub Berlin hag e kasas amzer er Stadoù-Unanet, e Mec'hiko hag e Guatemala. Labourat a reas evel embannerez gant Sender Freies Berlin hag e skrivas e meur a vagazin hag a gelaouenn. Meur a briz he deus bet evel Priz ar romant alamanek (2007) pe priz 3sat (Priz Ingeborg Bachmann) e 2000. E 2010 e voe lakaet The Blind Side of the Heart (troidigezh saoznek Die Mittagsfrau) war roll Priz The Independent ar skrid faltazi estren (saozneg : Independent Foreign Fiction Prize)[1] hag ivez Priz lennegezh Jewish Quarterly-Wingate.[2]
[kemmañ] Hec'h oberennoù
- Der neue Koch (1997)
- Liebediener (1999)
- Bauchlandung (2000)
- Lagerfeuer (2003)
- Mir nichts, dir nichts (2006)
- Die Mittagsfrau (2007)
- Grenzübergänge (2009)
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Pennad-barn The Blind Side of the Heart (troidigezh saoznek Die Mittagsfrau) e lec'hienn The Times online [1]
- Julia Franck e lec'hienn Deutsche National Bibliothek
- Atersadenn Julia Franck e lec'hienn Ledge
- Atersadenn Julia Franck e lec'hienn goethe.de [2]
- Pennadoù kazetennoù e lec'hienn perlentaucher.de [3]
- Die Mittagsfrau er Wikipedia alamanek de:Die Mittagsfrau
|
|||||
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |