Juhel of Totnes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Juhel of Totnes[1] a oa ur brezelour brezhon a eas gant arme Gwilherm an Alouber, dug Normandi, da vrezeliñ da Vro-Saoz en XIvet kantved.

E vuhez[kemmañ]

Moudenn kastell Totnes

E 1069 e oa unan eus pennoù-brezel ar bagadoù brezhon a yeas d'en em gannañ ouzh ar vrezelourien chomet feal da Harold II[2]. Aotrou e oa e Totnes, hiziv e kreisteiz kontelezh Devon, ha dezhañ meur a vaner e mervent Bro-Saoz en amzer an Domesday Survey e 1086.[3].
Diberc'hennet e voe avat ur pennad goude. Hervez an istorour Frank Barlow[4]. N'ouzer ket perak e voe kaset kuit gant Gwilherm II, mab da Gwilherm an Alouber, ha kemeret e lec'h gant Roger of Nonant, mignon d'ar roue.

Merc'h[kemmañ]

Ur verc'h en doe, Aenor, dimezet da Philip de Braose[5], mab da William de Braose, 1st Lord of Bramber.

Lennadurezh[kemmañ]

  • John Bryan Williams, Judhael of Totnes: The Life and Times of a Post-Conquest Baron, Anglo-Norman Studies 16 (1993) pp. 271-289

Notennoù[kemmañ]

  1. Judel, Judhel, Judael, Judhael, Joel of Totnes, Judhel de Totenais, Judhellus filius Aluredi, Juhel fitz Alfred
  2. E. M. R. Ditmas, Reappraisal of Geoffrey of Monmouth's Allusions to Cornwall, Speculum, Vol. 48, No. 3 (Jul., 1973), pp. 510-524.
  3. Da skouer Clawton[1], Broadwood Kelly[2], Bridford[3], Cornworthy[4].
  4. William Rufus (1983), p. 171.
  5. [5], [6]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Pennad kar[kemmañ]