Judit Naoned

Eus Wikipedia

Judit Naoned (marvet e 1063), a oa merc'h da Yezekael Naoned, ha c'hoar da Vudig , kont Naoned. Dimezet e voe da Alan Kanhiart, kont Kerne, e 1026. Kontez Naoned e voe eus 1051 da 1063 .

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Mazheaz Iañ Naoned, niz Judit ha mab nemetañ he breur Budig Naoned, e oa da Judit da gaout kontelezh Naoned, ha dont a reas he fried, kont Kerne, a-benn da lakaat e grabanoù war he c'hontelezh en anv o mab Hoel, en desped da Gonan II , kont Roazhon, a oa o klask ober kemend-all. A-benn ar fin e rankas Konan plegañ da gont Kerne en 1054.

He mab Hoel eta a c'houarnas kontelezh Naoned en anv e vamm diwar an deiz-se, hag a lakaas e vreur Gwereg da eskob Naoned e 1059. Evel arouez e emglev gant Konan II e timezas d'e c'hoar Hawiz . En 1063 e varvas Judit.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h bugel o doe da vihanañ, pevar mab ha div verc'h:[1]

  1. Hoel, kont Naoned, Kerne ha Roazhon, dug Breizh
  2. Gwereg (pe Quiriac) (1030 - 1079), eskob dilennet Naoned en 1059, eskobet d'ar 7 a viz Genver 1061 ;
  3. Budic, marvet en 1091 ;
  4. Hodiern, abadez Lokmaria Kemper ;
  5. Benedig, abad Abati ar Groaz Santel e Kemperle en 1066, dilennet da eskob Naoned en 1079, eskobet en 1081; en em dennañ a reas en 1114 ha mervel en 1115 ;
  6. Agnès, a zimezas da Eon Iañ Pentevr.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. D'an daou henañ, evel d'ar c'hont, e voe roet anvioù eus lignez Alan Iañ, uheloc'h he brud. Anvioù boas Tiegezh Kerne, « Budic » « Benedig » zo roet d'ar re all.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]