Jozef Abasq

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jozef Habask)
Jozef Abasq
Obererezh Skrivagner, Troour
Ganedigezh e 1923
e Gwiproñvel, Bro-Leon Bro-Leon,
Breizh Breizh
Marv d'an 20 a viz Kerzu 2006
e Sant-Ervlan,
Bro-Naoned Bro-Naoned, Breizh Breizh
Yezh skrivañ brezhoneg
Enorioù priz Langleiz e 1990


Jozef Abasq, ganet e 1923 e Gwiproñvel ha marvet d'an 20 a viz Kerzu 2006 e Sant-Ervlan, oa ur skrivagner brezhonek. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg eo bet e Naoned. Kentelioù brezhoneg en deus bet graet e skol-veur Naoned ivez.

Skrivet en deus e-barzh ar c'helaouennoù Brud, Brud Nevez hag Al Liamm dindan an anv-pluenn Didrouz peurvuiañ. Un troour diwar ar c'hembraeg (Kate Roberts, R. Gerallt Jones, Bryn Williams) hag ar saozneg eo ivez. Roet eo bet ar priz Langleiz dezhañ e 1990.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Liziri. Danevell en Brud Nevez, 1977. Adembannet en dastumad Danevellou euz an Amzer-vremañ. Brud Nevez, 1980.
    • Lizhiri. Danevell e-barzh Al Liamm e 1981. Adembannet en dastumad Truez Va Doue. Al Liamm, 1981.
      • "Lizhiri" zo bet adembannet, gant un droidigezh c'hallek, en dastumad Danevelloù divyezhek-Nouvelles bilingues (Al Liamm-An Here 2001; Al Liamm 2006).
  • Truez Va Doue, Al Liamm, 1981 (Priz Langleiz). Dastumad danevelloù.
  • Danevelloù all zo bet embannet el Liamm, e Kaieroù ar Bleun-Brug, e Brud, e Brud Nevez.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]