José Rizal

Eus Wikipedia
José Protasio Rizal Mercado y Alonso Realonda

José Rizal (anv klok : José Protasio Rizal Mercado y Alonso Realonda) a oa bet ganet d'an 19 a viz Even 1861 e Calambá (La Laguna, Filipinez) ha marvet d'an 30 a viz Kerzu 1896 e Manila (Filipinez).

Mezeg ha skrivagnour romantoù anezhañ e voe unan eus pennoù ar stourm broadel filipenezat a-enep d'an drevadennourion spagnol.

Fuzuilhet gant ur strolladig soudarded eus al lu spagnol e teuas da vezañ un haroz broadel evit e genvroidi.