Joseph Turmel

Eus Wikipedia
Joseph Turmel

Joseph Turmel (1859-1943) a oa ur beleg breizhat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d’an 13 a viz Kerzu 1859 e Roazhon. Ober a reas e studioù e kloerdioù Roazhon hag Añje. Beleget e 1882 e oa bet anvet da gelenner e Kloerdi Bras Roazhon e-lec’h ma oa en em ouestlet d’ar skiantoù relijiel. Ken abred ha 1886 e oa graet e soñj ne oa ket an dogmoù kelennet gant an Iliz da vezañ kemeret da wir bater, ma c’haller lâret. Dre ma veze santet anatoc’h-anatañ e gredennoù dre e zoare kelenn e oa bet kastizet e 1892 ha peogwir e oa deuet d’ar gêr ne oa ket bet argaset. Graet e oa bet dezhañ ober war-dro aluzendi leanezed. Padal, kendalc’het en devoa gant e labourioù en ur ober gant anvioù-pluenn Louis Coulange, André Dulac, Henri Delafosse, hag all.

E-pad 30 vloaz he devoa klasket an Iliz piv an diaoul a veze kuzhet a-dreñv d’an tudennoù-se. Ha kerkent diskoachet, kerkent skoet : e miz Genver 1930 e oa bet berzet ar beleg hag, e miz Here, an eskumunugenn veur en devoe da c’houzañv digant Roma ouzh e lakaat e-maez an Iliz evel beleg kement hag evel feizad.

Kement-se ne viras ket outañ a echuiñ e bennoberenn Istor an Dogmoù e 6 levrenn, embannet etre 1931 ha 1936.

Deuet e oa Victor Droinneau, prezidant ar Soñjal Dizalc’h e Roazhon d’e gaout. Ken entanet e oa bet Joseph Turmel gant an emwel-se ma oa bet lakaet e anv d’an 2 a viz Gouere 1935. Embannadurioù ar Soñj Dizalc’h, Embanner André Lorulot, e Herblay (Val-d'Oise), o devoa graet war-dro an oberennoù amañ dindan :

  • Comment j'ai donné congé aux Dogmes (1935),
  • La Bible expliquée (1936),
  • Jésus : I, sa vie terrestre/II, sa seconde vie (1936),
  • Réfutation du cathéchisme (1937),
  • Jésus : III, sa divination (1937),
  • Les Religions (1938),
  • Le Suaire de Turin. Une Courte histoire du faux suaire de Cadouin (1938),
  • Comment l'Eglise Romaine m'a donné congé (1939),
  • Dieu (1940).

Aet e oa bet da Anaon en e di dister e Roazhon d’ar 5 a viz C'hwevrer 1943 ha doujet e oa bet d’e destamant dre ma voe engravet ouzh e vez : "Beleg, istorour an dogmoù".

Notennoù ha dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]