Joseph Plateau

Eus Wikipedia
Joseph Plateau
Dagerskeudenn eus 1843

Joseph Antoine Ferdinand Plateau (Brusel, 14 a viz Here 1801Gent, 15 a viz Gwengolo 1883) a oa ur fizikour belgiat.
An den kentañ e voe a ziskouezas kammzerc'h ur skeudenn o fiñval, a-drugarez da zreistpad al luc'hsae ; fenakistoskop eo anv ar c'hoariell optikel a ziskouezas e 1841.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab d'al livour Antoine Plateau (1789-1815) e oa Joseph Plateau. D'an oad a 6 vloaz e ouie lenn dija[1] ; hag eñ er skol kentañ-derez e voe skoet from ennañ gant ur gentel fizik, ar pezh en e lakaas war an hent hep mar.[1]
Diwar atiz e dad ez eas d'ur skol-dresañ, met pa varvas e dad hag e vamm e 1815 e voe fiziet en unan eus e eontred en e gasas d'ar gelennadurezh hollek en-dro.
Echu gantañ e studioù eil derez e Brusel ez eas da Skol-veur Liège, ma voe doktor e fizik hag e matematik e 1829 ; kelenner war ar matematik e oa dija. E 1835 e voe anvet da gelenner war ar fizik arnodel e Skol-veur Gent.

D'ar 27 a viz Eost 1840 e timezas gant Fanny Clavareau. Ur mab a voe ganet dezho e 1841[1], hag ur verc'h, Alice, a voe euredet e 1871 gant ar matematikour ha fizikour Gustaaf van den Mersbrugghe (1835-1911), a voe kenlabourer J. Plateau eus 1856 betek 1883 ; hemañ a zeuas da vezañ kenlabourer ha kentañ buhezskriver Joseph Plateau[2].

Brud a c'hounezas Joseph Plateau en abeg d'e enklaskoù war dreistpad al luc'hsae, ha gant ijinadenn ar fenakistoskop e stalias ar pennaennoù evit ar sinema hag an tresadennoù-bev.

Abalamour d'an taolioù-arnod niverus a reas war dreistpad al luc'hsae, en o zouez ur selladenn a 25 eilenn ouzh an Heol, e teuas da vout dall e 1843.

Enklaskoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur fenakistoskop gant Joseph Plateau

E 1829 e kinnigas Joseph Plateau raktres e dezenn d'e vestr Adolphe Quetelet (1796-1874). Ne oa nemet 27 pajenn er skrid, hogen kalz pennaennoù a oa ennañ : disoc'hoù kentañ taolioù-arnod ar fizikour yaouank a-zivout levezon pad, kreñvder ha liv ar gouloù war al luc'hsae, disoc'hoù e jedadennoù diwar-benn kenskejoù krommennoù o treiñ, arselladennoù torgamm skeudennoù fiñvus, hag an doare da adsevel skeudennoù torgammet dre gantennoù, an eil o treiñ en tu kontrol d'eben.
Goude bezañ bet e ziplomoù ez ijinas ar fenakistoskop.

War tachennoù all e skrivas Joseph Plateau : diwar-benn an obererezh silluskel[3] hag an tennder gorre.[4]

Diwar anv Joseph Plateau ez anver ar gudenn vatematikel a bled gant ar gorreadoù izek bevennet-strizh, ha "Lezennoù Plateau" a reer eus deskrivadur al luniadoù ganet diwar filmoù soavon er c'hroz.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Hervez G. van der Mensbrugghe en e skrid evit Akademiezh Liège ; gwelit al liammoù diavaez.
  2. BEstor (fr)
  3. Obererezh silluskel : gouested un dourenn da redek e lec'hioù strizh-strizh hep hag en enep da nerzhioù diavaez, evel pa vez al liv o pignat gant blev ur barr-livañ pe ar c'hafe o tuañ un tamm sukr.
  4. Tennder gorre : tech gorre un dourenn d'en em strizhañ a-benn stourm ouzh un nerzh diavaez ; dre an anadenn-se e c'hall lod traezoù skañv neuñvial war an dour, hag int stankoc'h egetañ, pe an neped redek war gorre ur poull. Gwelet :
    • Joseph Plateau (1873) : Statique expérimentale et théorique des liquides soumis aux seules forces moléculaires, Gauthier-Villars, Archive.org (fr)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Œ

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]