Joseph Kabila

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Joseph Kabila

D'ar 4 a viz Mezheven 1971 eo bet ganet Joseph Kabila Kabange, e Hewa Bora, e bro Fizi (Su-Kivu).

Prezidant Republik demokratel Kongo eo goude ma oa bet drouklazhet e dad Laurent-Désiré Kabila d'ar 16 Genver 2001 e-pad eil brezel Kongo. Gounezet en deus an dilennadegoù demokratel kentañ aozet er vro d'ar 27 a viz Du 2006.

Addilennet eo e 2011, daoust d'an dilennadeg bezañ bet amreizh hervez aozadurioù broadel koulz hag etrebroadel. Etienne Tshisekedi, e eneber en eil tro an dilennadeg, a nac'h anzav an disoc'h embannet ha goulenn digant ar bobl mont da vanifestiñ.


E penn Strollad ar bobl evit an Adsevel hag an Demokratelezh emañ.



Liammoù diavaez[kemmañ]