Joseph-Sabin Raymond

Eus Wikipedia

Joseph-Sabin Raymond a oa ur beleg kebekat bet studier, kelenner ,rener ar studioù ha rener Kloerdi Saint-Hyacinthe etre 1817 ha 1883.

Ganet oa bet e Saint-Hyacinthe d'an 13 a viz Meurzh 1810. Aet eo da Anaon e Leandi ar Gwad Prizius e memes kêr d'an 3 a viz Gouere 1887.

Beleget oa bet d'an 22 a viz Gwengolo 1832.

Ober a reas anaoudegezh gant Aurélie Caouette (deuet da vezañ Catheriene-Aurélie ar Gwad Prizius goude) e 1846. Bet eo be he rener agoustiañs ha bountet en deus a nezhi da skrivaén a-zivout hec'h hent speredel. Skrivet en deus un deiz-levr a 2868 pajenn diwar-benn o eskemmoù.

Pa voe krouet eskopti Saint-Hyacinthe e 1852 e voe anvet Vikel-vras. Seveniñ a reas ar garg e-pad 35 bloaz o chom war memes to e penn ar c'hloerdi.

Anvet e voe doktor war an deologiezh e 1870 gant ar Pab Pi IX. Pevare eskob Saint-Hyacinthe, Louis Zéphirin Moreau a anvas anezhañ Chaloni ha Dean Chabistr an iliz-veur e 1877.

Deuet oa da Frañs e 1843 gant oant dont da vezañ dominikan. Dizaliet oa bet gant Henri-Dominique Lacordaire a lavaras dezhañ kendelc'her da labourat evit stummañ ar re yaouank en e vro ha prientiñ donedigezh an dominikaned. Gant eskob Saint-Hyacinthe e klaskas lakaat Urzh ar brezegerien d'en em staliañ e Kanada eta. Krouet e voe ur gouent e Saint-Hyacinthe e 1873.

Adalek 1833 e zeas da vevañ e Leandi ar Gwad Prizius.