Josef Kling
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Josef Kling a zo bet ganet d'an 19 a viz Meurzh 1811 e Mainz (Alamagn) ha marvet d'ar 1 a viz Kerzu 1876 e Londrez (Breizh-Veur).
Mestrc'hoarier ha saver kudennoù echedoù alaman.
Soner ag iliz ha kelennour sonerezh a-vicher. E 1834 ez eas d'ober e annez e Pariz (Bro-C'hall). Eno e c'hounezas e vuhez en ur c'hoari echedoù er Café de la Régence. E 1837 e tilojas da Londrez (Breizh-Veur).
Ur studiadenn [kemmañ]
Josef Kling, Chess Weekly, 1849
An tu gwenn a zo da c'hoari - Trec'h int.
Diskoulm :
- Ta4 Dxa4 Kentañ mod
- Th3+ Re4
- Th4#
Pe :
- Ta4 Dc8 a-enep d'ar mat e h3
- Th3+ Dxh3
- Ta3#
Oberennoù skrivet [kemmañ]
- The Chess Euclid. A Collection of two hundred Chess Problems and End-Games (Londrez 1849) ;
- Kling / Horwitz: Chess studies; or endings of games (Londrez 1851) ;
- Bernhard Horwitz ha Josef Kling, Chess Studies and Endgames , Embannadurioù Olms, 1986 (e saozneg) ;
- A gevred gant Bernhard Horwitz , ar gazetenn The Chess Player, adalek 1851 betek 1853.