José de San Martín

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar jeneral José de San Martín

José de San Martín (Yapeyú, Corrientes, Arc'hantina, d’ar 25 a viz C'hwevrer 1778 - Boulogne-sur-Mer, Bro-C'hall d’ar 17 a viz Eost 1850) a voe, gant Simón Bolívar e Venezuela, unan eus tud veur ar brezelioù dieubidigezh e trevadennoù spagnol Suamerika. Graet e vez anezhañ ivez al Libertador José de San Martín pe el Libertador, an dieuber e spagnoleg. Sellout a reer outañ evel dieuber Arc'hantina, Chile ha Perou : en hini gentañ eus ar broioù-se e voe graet anezhañ Tad ar Vro, en eil kabiten jeneral an armeoù ha Saver ar republik, hag en trede an Dieuber (al Libertador).

Mab e oa d’un ofiser spagnol ha ganet e voe Yapeyú a oa da neuze e besrouantelezh Río de la Plata ha bremañ e proviñs Corrientes e hanternoz Arc’hantina. Mont a reas d’ober e studi e Spagn adalek 1783. José San Martín a stagas gant micher an armoù e Spagn, ha kemer a reas perzh en emgannoù a-enep ar C’hallaoued adalek 1793 ; e 1808 e kemeras ur perzh bras en emgann Bailén (un trec’h a bouez evit Spagnoled en o brezel a-enep Napoleon).

Dilezel a reas micher an armoù goude-se ha mont a reas da Vro-Saoz. Eno e tarempredas frañmasoned saoz ha re eus Suamerika a oa oc’h irienniñ da glask dieubiñ broioù Suamerika diouzh yev Spagn (iriennoù boulc’het gant ar Venezuelad Francisco de Miranda, ur frañmason anezhañ ivez). Distreiñ a reas José de San Martín da v-Buenos Aires e 1812 hag eno e voe kinniget dezhañ un titl « letanant-koronal » en armeoù Proviñsoù Unanet Suamerika, ur stad nevez-savet e besrouantelezh Rio de la Plata he doa embannet e oa dizalc’h diouzh Spagn d’ar 25 a viz Mae 1810. Gant ar skiant en doa prenet o vrezeliañ e Spagn, e c’hallas José de San Martín aozañ gwelloc’h arme ar stad nevez. Ha trec’h e voe en emgann San Lorenzo (3 a viz C'hwevrer 1813) a-enep soudarded a-du gant roue Spagn. Goude an emgann-se e voe anvet da jeneral. Dre ma oa bet trec’het armeoù Proviñsoù Unanet Suamerika gant nerzhioù Spagn en emgannoù Vilcapugio hag Ayohuma, e voe kaset San Martín da hanternoz ar vro. E 1814 e teuas roue Spagn en-dro war e dron ha kavout a rae d’an holl e vije adsavet e c’halloud en trevadennoù ha trec’het emsavioù Suamerika. Lakaat a reas José de San Martín en e soñj kas an emgannoù pelloc’h war-zu an hanternoz, betek Perou, en ur dremen a-dreuz an Andoù ha mont da sikour dizalc’herien Chile. Gant ar jeneraled chileat Bernardo O'Higgins ha Juan Gregorio Las Heras e teuas a-benn da skarzhañ da vat soudarded Spagn eus ar vro-se (emgann Maipú e Perou).

José de San Martín ha Bernardo O'Higgins war dachenn emgann Maipú
Ar jeneral San Martín e Bro-C’hall e 1848

Arme San Martín a dizhas an arme bleinet gant Simón Bolívar e kêr Guyaquil (en Ecuador hiziv) e 1822 ha San Martín a zilezas ar brezel goude-se ha lezel Bolívar da benn nemetañ evit dibenn ar brezel.

Distreiñ a reas da v-Buenos Aires ha goude marv e wreg e 1824 ez eas da Europa : da Vro-Saoz da gentañ ha da Vrusel da c’houde. E 1830, e-pad Dispac'h Belgia, ez eas da Vro-C’hall. Eno e varvas e Boulogne-sur-Mer. E galon a voe miret e-pad meur a vloaz en iliz-veur ar gêr-se a-raok bezañ adkaset da iliz-veur Buenos Aires.