José Eduardo dos Santos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
José Eduardo dos Santos 3.jpg

José Eduardo dos Santos (ganet d'an 28 a viz Eost 1942 e Luanda) zo ur politikour angolat, prezidant ar vro abaoe 1979.

Mab eo d'ur c'houblad a-orin eus São Tomé ha Príncipe. Mont a reas er strollad politikel MPLA (Movimento Popular de Libertação de Angola - Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola) pa oa studier c'hoazh. En abeg da waskadeg ar gouarnamant trevadennel e kavas gwell mont en harlu d'ar C'hongo e 1961. Eno e kenlabouras gant an MPLA hag e teuas da vezañ un ezel ofisiel eus ar strollad. Kenderc'hel a reas gant e studioù e Bakou (Azerbaidjan), en URSS. Distreiñ a reas da Angola e 1970.

Goude dizalc'hiezh Angola e miz Du 1975 e voe kemeret ar galloud gant an MPLA met ur brezel diabarzh a darzhas etre tud an MPLA ha tud ar strolladoù all (UNITA ha FNLA). José Eduardo dos Santos a voe dilennet da brezidant Angola e miz Gwengolo 1979 goude marv Agostinho Neto, prezidant kentañ ar vro. E miz Gwengolo 1992 e voe aozet dilennadegoù met na José Eduardo dos Santos nag e gevezer, Jonas Savimbi eus an UNITA, na deuas a-benn da zastum 50% eus ar votoù evel ma oa dleet evit bezañ dilennet. Ne voe ket tu aozañ un eil tro en dilennadegoù hag ar brezel diabarzh a darzhas adarre pa chome dos Santos en e garg a brezidant.


Prezidanted Angola

António Agostinho Neto | José Eduardo dos Santos

  Banniel Angola