Jon Mirande

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jon Mirande
Jon Mirande
Anv ofisiel Jon Mirande
Obererezh Skrivagner, barzh, danevellour, yezhoniour
Ganedigezh e 1925
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv e 1972
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Euskareg, Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Haur besoetakoa
Traoù ouzhpenn
Barzhonegoù

Jon Mirande Ayphasorho, ganet d'an 11 a viz Here 1925 e Pariz ha marvet d'an 28 a viz Kerzu 1972 e Pariz ivez, a voe ur skrivagner hag ur barzh bask. Gwelet e vez evel barzh meur an euskareg en ugentvet kantved. E daou du an harz etre Bro-C'hall ha Bro-Spagn, war tachenn an euskaregva ne chomas den disebalnt e-keñver e soñjoù ha skridoù. Skandal a reas gant dodennoù pagan. Gant tan ha fulor ennañ ez anzavas bezañ a-enep-krenn d'ar gristeniezh ha d'an demokratelezh [1].

Buhez[kemmañ]

Ganet e voe en ur familh eus Bro-Euskadi hag a yeas da chom da Bariz, da glask labour. Desavet e voe e galleg.

Goude bezañ graet e amzer lise e Pariz, e diwezh ar brezel-bed e labouras Jon Mirande evel troer e ministrerezh an armerzh gall. Lenn a rae kement tra a veze skrivet diwar-benn an euskareg ha deskiñ a reas fonnapl-tre ar yezh. Ne selle ket ouzh an euskareg evel e yezh-vamm hogen evel ur yezh desket ez-kour. E 1948 e rae un demokratelour hag ur c'hristen anezhañ e-unan. Deskiñ a reas brezhoneg, saozneg ha spagnoleg.

Darempredoù en doa gant ar skrivagner euskarat Andima Ibiñagabeitia a levezonas anezhañ ha gantañ e teraouas ur vicher a droour lennegel gant oberennoù Edgar Allan Poe, Per Denez, Friedrich Nietzsche, García Lorca ha tud arall. Kregiñ a reas da embann e labourioù-eñ er gelaouenn Euzko gogoa. Un nebeut pennadoù skrivet gantañ a reas reuz e metoù ar vroadelouriezh euskarat abalamour d'an ton dieub ha frank anezho.

Beajour entanet e weladennas Breizh, Bro-Saoz, Bro-Iwerzhon, Izelvroioù, Bro-Alamagn ha Danmark. E 1954, pa'z eas kuit Ibiñagabeitia war-zu an Amerik e vagas drouk-hiraezh Mirande. D'ar c'houlz-mañ e teuas da vout mignon Koldo Mitxelena, hag e skrivas pennadoù en e gelaouenn Egan. E 1959 ez echuas e romant Haur besoetakoa a geñverier laouen da Lolita gant Vladimir Nabokov. Neoazh ne gavas den evit embann e romant hag e varzhonegoù.

E Pariz e reas anaoudegezh gant Goulven Pennaod ha dont a rejont da vout mignoned vras dre ma oa ur gasoni enep-yuzev hag enep-kristen kumun d'an daou zen peogwir ne oa ket kristen ha demokratelour ken Mirande hogen ar c'hontrol-mik levezonet bras gant ar faskouriezh hag ar baganiezh. Komz a rae mat brezhoneg hag e bennadoù e brezhoneg, daoust dezho da vezañ ul liv politikel amzere gouennelour ha faskour ganto, zo talvoudus-tre. Skrivañ a reas un nebeut pennadoù evit ar gelaouenn Ar Stourmer evel "Dogmennoù nevez" [2] a-zivout Stad-C'hall hag an Iliz.

Gant Txomin Peillen e krouas ar gealouenn Igela, euskaldun heterodoxoen errebista e 1962. C'hwec'h niverenn a yeas d'ober heuliad niverennoù ar gelaouenn-se hogen soñjal a rae dezho bout rakwelourion ha dispac'hourion el lennegezh euskarek.

E 1970 ez embannas an ti-embann Lur e romant Haur besoetakoa gant kinnig ha raksrid Gabriel Aresti. Berzh a reas ar romant ha meur a embannadur a voe war-lerc'h.

Tapet gant un droug-spered e varvas e 1972, goude bezañ emlazhet.

An darn vrasañ ag e oberennoù a voe embannet war-lerc'h e varv.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Haur besoetakoa, 1970, Kriselu-Lur
  • Jon Miranderen idazlan hautatuak, 1976, Gero
  • Orhoituz, 1976, Kriselu
  • Igela, euskaldun heterodoxoen errebista, 1979, Hordago
  • Gauaz parke batean, 1984, Elkar
  • Ene jainko-eidol zaharra, lur!, 1984, Elkar
  • Poemak 1950-1966, 1984, Erein
  • Miranderen lan kritikoak, 1985, Pamiela
  • Ilhun-argiak, 1992, EHU-UPV
  • Jon Miranderen gutunak 1948-1972, 1995, Susa
  • Obra osoa, 1999, Hiria
  • XX. mendeko poesia kaierak - Jon Mirande, 2002, Susa
  • Goulven Pennaod, Jon Mirande et la Bretagne, F. Favereau, 2000 (Lapurdum).
  • Ur barzh euskarek a-vremañ : Jon Mirande Aypharoso, troet gant G. Pennaod, Al Liamm niv. 116, p. 200
  • Jon Mirande, une prose "volontiers provocatrice", Le Journal du Pays Basque, 18/01/2013.

Notennoù[kemmañ]

  1. Gwel arouezeler Jon Mirande gant Gorka Aulestia
  2. Niverenn unan Ar Stourmer, miz Genver 1962