John Price (skrivagner kembreat)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

John Price pe John Prise pe Siôn ap Rhys (1502 - 1555) a oa un noter eus Kembre, brudet dre ma savas al levr kentañ a voe moullet e kembraeg, Yn y lhyvyr hwnn (1546). Genidik e oa eus Aberhonddu e Sir Frycheiniog.

Labourat a reas a-hed e vuhez evel noter evit ar Gurunenn. Anvet e voe da varc’heg e miz C'hwevrer 1547. Resev a reas douaroù prioldi Aberhonddu evel garedon evit e labour.

Plijout a rae dezhañ dastum dornskridoù hag en em lakaat a reas da skrivañ skridoù e latin hag e kembraeg. Ul lenneg hag un dengarour e oa. Troet e oa gant istor Kembre ha gant al lennegezh kembraek eus ar Grennamzer.

Skrivañ a reas ul levr e latin da zifenn oberenn Jafrez Menoe, a veze kavet abeg enni gant istorourien eus an amzer-se, evel Polydore Vergil, ul levr anvet Historiae Britannicae Defensio (« Difenn istor Breizh »), a voe embannet e 1573, goude e varv. Met koun a zalc’her anezhañ dreistr-holl abalamour ma savas Yn y lhyvyr hwnn, ar c’hentañ levr kembraek a voe moullet.