John Penry

Eus Wikipedia

John Penry (1559 - 29 a viz Mae 1593) a oa ur protestant kembreat ha sellet a reer outañ evel ur merzher evit e gredenn.

Genidik e oa eus Llangamarch, e Brycheiniog, e reter Kembre.

Mont a reas da skol-veur Cambridge d’ober e studioù hag eno moarvat e teuas da vezañ protestant, dindan levezon ar buritaned. Abeg a gave en iliz katolik e vugaleaj.

Skrivañ a reas e-leizh a levrioù e saozneg ma kave abeg e labour an Iliz e Kembre ha goulenn a rae ma rafe muioc’h gant ar c’hembraeg. E 1567 e oa bet embannet an Testamant Nevez e kembraeg, da-heul ul lezenn votet gant ar Parlamant e 1562. Met gwall vihan e oa an niver a skouerennoù a oa bet moullet ha ne oa ket a-walc’h da skignañ en holl ilizoù Kembre. E 1587 e voe embannet gant Penry The Æquity of an Humble Supplication da c’houlenn ma vefe graet muioc’h en doare da brezeg an aviel e-touez tud Kembre. Kement-se a zisplijas da bennoù uhel an iliz anglikan ha lakaet e voe en toull-bac'h ur pennadig.

Sevel a reas un ti-moullañ e Bro-Saoz, da embann flemmskridoù a gave abeg en eskibien anglikan. E-pad ur pennad e rankas tec’hout da Vro-Skos. Pa zistroas da Vro-Saoz e voe tamallet dezhañ, e gaou, bezañ skrivet flemmskridoù Marprelate a gave abeg en Iliz ofisiel ha bezañ bet savet ur skrid flemmus a-enep ar rouanez Elesbed I. Barnet e voe ha kondaonet d’ar marv. Krouget e voe war lez ar stêr Tavoez d’an 29 a viz Mae 1593.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]