John Gardner (SUA)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
John Gardner e 1979

John Champlin Gardner (1933 – 1982) a oa ur romantour stadunanat.
Grendel, e 1971, eo e oberenn vrudetañ, diwar-benn mojenn Beowulf, kontet eus savboent an euzhvil. Dek vloaz goude an embannadur kentañ e voe lakaet d'ober ar film Grendel Grendel Grendel.

E varv[kemmañ]

Mervel a reas en ur gwallzarvoud war e varc'h-tan, ur 5 km eus ar gêr, e Susquehanna County, Pennsylvania, d'ar Meurzh 14 a viz Gwengolo 1982. Hervez ar polis en doa c'hwitet ar c'horn-tro war-dro 2 eur 30 diouzh ar ar beure, pa oa o vleinañ e Harley-Davidson. Hervez e zanvez-pried Susan Thornton e oa bet oc'h evañ a-hed an noz. Da eurediñ e oant pevar deiz goude.

Oberennoù[kemmañ]

Romantoù[kemmañ]