John Davies (Mallwyd)

Eus Wikipedia
John Davies
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKembre Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhDavies Kemmañ
Deiziad ganedigezh1567 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSir Ddinbych Kemmañ
Deiziad ar marv15 Mae 1644 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkembraeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridkembraeg Kemmañ
Michergeriadurour, yezhoniour, troer, Bible translator Kemmañ
Bet war ar studi eJesus College Kemmañ
Meneget eDictionary of Welsh Biography Kemmañ

John Davies (war-dro 15671644) a voe skrivagner, troer, yezhadurour ha geriadurour kembraek. Lesanvet e oa Dr John Davies, Mallwyd, dre ma oa person e Mallwyd e Sir Feirionnydd. Ganet e voe e Llanferres, e Sir Ddinbych gwechall (Sir y Fflint hiziv). Studioù e doa graet en Jesus College, en Oxford.

Mignon e oa d’an eskob William Morgan, aozer ar Bibl e kembraeg. Soñjal a reer ez eo gant John Davies e oa bet adlennet an droidigezh eus ar Bibl graet gant William Morgan hag a voe embannet e 1620.

E 1621 e voe embannet ul labour all gant John Davies, ur yezhadur eus ar c’hembraeg e latin, anvet Antiquae linguae Britannicae .... Daou c’heriadur a embannas ivez, en o zouez ur geriadur latin-kembraeg diazezet war labour Thomas Wiliems eus Trefriw, an Dictionarum duplex (1632), ha meur a levr all.

Ur bajennad eus an Dictionarum duplex, ur geriadur kembraeg-latin

Implijet e voe geriadur John Davies gant Loeiz ar Pelleter pa savas e c'heriadur hag alies e reer dave da c'heriadur Davies en hini ar Pelleter.

Ouzhpenn al labourioù-se en deus lezet John Davies dimp eilskridoù diwar dornskridoù krenngembraek ha ne vefent ket deuet betek ennomp hep e labour adskrivañ.

Barzhonegoù tennet eus ar skridoù-se a voe embannet, goude marv John Davies, e-barzh an dastumad Flores Poetarum Britannicorum (1710).

Mervel a reas d’ar 15 a viz Mae 1644, e Harlech moarvat, ha beziet e voe e Mallwyd.

E skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Antiquae linguae Britannicae ... (1621)
  • Llyfr y resolusion (1632)
  • Dictionarum duplex (1632)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]