John Ceiriog Hughes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur bajenn disheñvelout Ceiriog zo ivez.
John Ceiriog Hughes

John Ceiriog Hughes (25 a viz Gwengolo 1832 - 23 a viz Ebrel 1887) a oa ur barzh kembraek, ganet war ar maez e Llanarmon Dyffryn Ceiriog, war lez ar stêr Ceiriog, e biz Kembre. Moarvat ez eo an hini brudetañ e-touez barzhed kembrak eil hanterenn an XIXvet kantved. Labourat a reas evit an hent-houarn e meur a lec'h e Bro-Saoz, a-raok distreiñ da Gembre. Eno e voe e penn ti-gar Llanidloes ha hini Caersws, goude 1868 ha betek e varv e 1887.

Un dastumer kanaouennoù e voe ivez. Troet e oa gant istor ar sonerezh e Kembre ha gant an delenn. En em lakaat a reas da sevel levrioù da vodañ an tonioù hengounel-se, met n'eus nemet unan anezho a zeuas er-maez e 1863: Cant O Ganeuon ("Kant kanaouenn").

Kemer a reas Ceiriog da anv-pluenn, diwar anv an draoñienn e-lec'h ma oa bet ganet, Dyffryn Ceiriog. Evel barzh eo bet keñveriet ouzh William Wordsworth, unan eus barzhed ar romantelezh e Bro-Saoz, pe ouzh ar Skosad Robert Burns. Lavaret a reas an istorour hag ar skrivagner Owen Morgan Edwards e oa bet graet muioc'h gant John Ceiriog Hughes evit barzhoniezh Kembre eget gant an holl varzhed kembraek all. Hag evit gwir e talc'h e varzhonegoù da vezañ anavezet-kenañ e Kembre hiziv ha kanet e vez lod anezho c'hoazh, evel Dafydd y Garreg Wen pe Nant y Mynydd.

Liamm diavaez links[kemmañ]