John Atherton

Eus Wikipedia
E 1640, e Bro-Saoz, e voe krouget an eskob John Atherton (1598-1640) ha John Childe (16xx-1640). Skeudenn eus pajenn-dal al levrig The shameful ende of Bishop Atherton and his Proctor Iohn Childe, embannet e 1641.

John Atherton ganet er bloavezh 1598 ha krouget d'ar 5 a viz Kerzu 1640, a oa eskob anglikan Waterford ha Lismore.

D'ar 5 a viz Kerzu 1640 e voe krouget a-gevret gant e vignonig John Childe (16xx-1640), dre an abeg a sodomiezh, dindan ul lezenn a oa bet kensavet gantañ. John Childe a oa servijer dezhañ.