Johanna Berglind

Eus Wikipedia

Johanna Jeanette Berglind (21 a viz Eost 1816 e Stockholm - 1903) a oa ur gelennerez war yezh ar sinoù hag ur renerez skol svedat. Krouiñ a reas unan eus ar skolioù kentañ savet e Sveden evit an dud vut pe vouzar. Krouet e voe ar skol e Stockholm e 1860 gant an anv Tysta Skolan (Ar skol didrouz).

Un emzivadez e oa Berglind hag advabet e voe gant un intañvez. E-pad meur a vloaz e voe gwanaet he yec'hed goude terriñ he gar d'an oad a 3 bloaz. Etre 1834 ha 1840 e kelennas e skol savet evit ar re vouzar hag ar re vut gant Pär Aron Borg. Mirout a reas he gopr a-benn sevel he skol dezhi. Ne reas ket berzh betek ma vefe brudet ar pezh a rae gant Fredrika Bremer, hag a zisplegas he labour er c'hazetennoù hag a c'houlennas ma vefe sikouret. A-benn ar fin e voe sikouret he skol gant gouarnamant Sveden, hag e penn ar skol e voe etre 1860 ha 1882.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]