Joe Falcon

Eus Wikipedia
Joe ha Cléoma da zeiz o eured.

Joe Falcon (28 a viz Gwengolo 1900 e Rayne- 19 a viz Du 1965 e Crowley) a oa un akordeoñser eus Louiziana. Anavezet eo evel an hini kentañ a sonenrollas ur ganaouenn "kadian" e 1928, pan eas gant e wreg Cléoma Breaux, gitarourez, da Orleañs Nevez da ober ur bladenn gant ar sonenn Allons à Lafayette. Goude-se e sonjont o-daou dre Louiziana ha Texas

Pa varvas Cléoma e kemeras ur wreg all hag a sonas gantañ ivez.