Joanot Martorell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Joanot Martorell (war-dro 1413-1465) zo ur skrivagner katalanek eus ar XVvet kantved, breur-kaer d'ar barzh Ausiàs March, a zimezas d'e c'hoar Isabel. Tirant lo Blanc eo anv e oberenn vrudetañ, a vije, hervez lennien zo, ar c'hentañ romant « modern ». Miguel de Cervantes a lavare e oa ar gwellañ levr er bed.

[kemmañ] E vuhez

Ganet e oa e kêr Valencia en un tiegezh eus an noblañs a orin eus Gandia, hogen diazezet e Valencia abaoe 1400. Aotrou e oa e Murla ha Benibraïm.

Ne voe ket sioul e vuhez. Emgannoù, karantezioù ha beajoù a voe e-leizh. Anvet e voe da varc'heg a-raok 1433, ha klask a rae en em gannañ evit e enor pe evit arc'hant.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all