João Saldanha

Eus Wikipedia

João Alves Jobin Saldanha (pell anavezetoc'h evel João Saldanha), bet ganet d'an 3 a viz Gouere 1917 en Alegrete (Rio Grande do Sul, Brazil) hag aet da Anaon d'an 12 a viz Gouere 1990 e Roma (Italia), a oa ur melldroader brazilian aet da gazetenner ha da c'hourdoner da-heul.

C'hoarier e voe e Botafogo (Rio de Janeiro), unan e-touez brudetañ kleuboù eus Brazil hag aze eo e voe lesanvet João Sem-Medo gant an dramaour Nelson Rodrigues. Mont a reas da gazetenner, hag eñ barrek-kenañ war ar sportoù. Lemm e oa e bluenn ha ne oa ket an hini diwezhañ da varn ar c'hoarierien, ar c'hourdonerien hag o skipailhoù.

Ezel e oa eus Partido Comunista Brasileiro.

E 1957 e voe gopret da c'hourdoner gant Botafogo hag aet ar maout gant e skipailh e kampionad Rio er bloaz-se. Chom a reas eno betek e zilez a roas e 1959.

E 1969 e voe anvet da zibaber skipailh broadel Brazil gant João Havelange, prezidant ar C'hevread d'ar mare-se. Lod o devoa lavaret e oa bet dibabet evit ma vije darempredoù habaskoc'h etre ar gazetennerien hag A Seleção. Bet gounezet e holl grogadoù (ouzh skipailhoù broadel Kolombia, Paraguay ha Venezuela) o verkañ tri fal warn-ugent (ha paket daou hepken) e perzhegas Saldanha Brazil evit Kib vell-droad ar bed 1970 e Mec'hiko. Dibabet en devoa c'hoarierien eus Botafogo, Cruzeiro (Belo Horizonte) ha Santos dreist-holl, ar pezh ne blijas ket da dud 'zo, Dorival Knipel gourdoner Flamengo (Rio de Janeiro) en o zouez peurgetket.

Prezidant Brazil e oa Emílio Garrastazu Médici abaoe an 30 a viz Here 1969 ha n'en devoa graet tra ebet da zousaat an diktatouriezh a rene war ar vro abaoe taol-Stad an 31 a viz Meurzh 1964, na tost. Ne felle ket da Saldanha tamm ebet bezañ rediet da zibab c'hoarierien (Dadá Maravilha da skouer) hag a blije gwelloc'h d'ar renad milour bet kemeret ar galloud gantañ. Setu ma roas e zilez hag erlec'hiet e voe gant Mário Zagallo a gasas skipailh Brazil betek an trec'h e Mec'hiko un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h.

Distreiñ a reas d'e gentañ micher a gazetenner. O labourat evit ar chadenn skinwel brazilian Rede Manchete e oa pa varvas e Roma, kaset di evit... Kib vell-droad ar bed 1990.