Jener an dibennoù-gerioù e brezhoneg

Eus Wikipedia

Ur jener a vez alies d'an dibennoù-gerioù, ha da re an anvioù-kadarn e brezhoneg evel e meur a yezh, ar yezhoù latin da skouer.

Tri rumm dibennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg ez eus tri rumm dibennoù d'an anvioù-kadarn :

  • an dibennoù gourel : da skouer, -er, evel en anv labourer
  • an dibennoù nepreizh, na gourel na gwregel : ad, ig, vezh. Neuze e vez
    • gourel tiad ha kofad evel ti, ha kof, ha gwregel gwerennad evel gwerenn,
    • gourel paotrig evel paotr, ha gwregel merc’hig evel merc'h,
      • ar baotredigoù, ar merc'hedigoù, evel ar baotred, ar merc'hed
    • gourel devezh evel dez (deiz), ha gwregel nozvezh evel noz.

An dibennoù gourel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ach, evel e-barzh moc’hach, gallegach (heñvel gant aj).
  • ad, pa verk anv ur paotr, eus ur vro a-wechoù: Breizhad, kenvroad, pe ur perzh bennak all harluad, loread
  • adur, evel e-barzh aozadur, sevenadur, krouadur (n’eus nemet plijadur, ha magadur hervez tud zo, a zo benel)
  • aer (evel er): pesketaer, bezhinaer.
  • aj, evel ach, e-barzh evaj
  • amant : gwiskamant, gouarnamant (ar c'houarnamant koulskoude e yezh leon);
  • an : Amerikan, Italian, pagan
  • ard : krennard, duard
  • der : tommder, uhelder
  • di (evel ti): komiserdi
  • ed (evel dibenn unan): kleñved, yec’hed, sec’hed, ha kleved, gweled
  • eg,
    • evel anv-yezh: ar brezhoneg, ar c'hembraeg,
    • evel anv-kadarn (un teodeg) savet diwar un anv-gwan (teodek): ur penneg, un troadeg, ur genaoueg, ur c'hofeg, un ezhommeg
      • diouzh ezhomm e vo graet un anv gwregel anezhañ: un deodegez, ur gofegez
  • eger : brezhoneger, galleger
  • er : kaner, kousker,
  • erezh : sonerezh, meulerezh, medisinerezh, politikerezh
  • iad : prizoniad (evel ad).
  • gan : klemmgan, meulgan (savet diwar kan, ger gourel)
  • lec’h : staotlec'h, fouzhlec'h, chomlec'h
  • our : beajour
  • ter : liester
  • ti : abati, prefeti
  • va : aerva, c’hoariva
    • van : klemmvan; peurvan, tremenvan (ar memes ger, a orin, eo va ha van);
  • ved : kantved, milved.

An dibennoù benel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • adeg, a verk un ober graet gant un toullad tud pe loened:
    • redadeg, bodadeg, harzhadeg, mouezhiadeg;
    • ret e vo ober ar c'hemm etre harzhadennoù (ur c'hi), ha harzhadeg (meur a gi).
    • adegezh : dereadegezh
  • adelezh : broadelezh
  • adell : kuzhiadell
  • adenn : galvadenn, pourmenadenn
  • adurezh : deskadurezh
  • añs : fiziañs, dismegañs
  • antez : karantez, gwellantez
  • ded : izelded, uhelded
  • edenn, § enn, steredenn
  • edigezh : kevredigezh, § idigezh
  • eg, pa verk ul lec’h hepken evel e-barzh lanneg*, balaneg*, foenneg*
    • hag ivez aoueg, evel e-barzh deliaoueg, geriaoueg
    • egezh : naonegezh, talvoudegezh
  • elezh: santelezh, breizhadelezh, broadelezh
  • ell : evel e c’hoariell, skubell, roc’hell, rastell, kontell
  • enn, evel e tomatezenn, orañjezenn, (§ ezenn) lêrenn, gwerenn, a servij d'ober anvioù gwregel gant anvioù gourel zo, evel e toenn, mogerenn, krennardenn, ha goude pennrannoù verboù : gortozenn, pedenn, pe anvioù-gwan : tostenn, hanterenn
  • entez : paourentez, berrentez
  • ez: a servij d'ober anvioù gwregel gant anvioù gourel zo, evel kiez, mestrez, paourez,
    • war-lerc'h an dibenn er : kanerez
    • war-lerc'h an dibenn our: klañvourez
  • ezh : pinvidigezh (met gourel eo tiegezh)
  • ezenn, unander meur a anv-stroll
  • id: beuzid, kistinid
  • iezh : kerentiezh, unaniezh, fallagriezh
  • igell : karrigell
  • igezh : ganidigezh
    • idigezh: savidigezh, tristidigezh
  • ikell: troadikell
  • ijenn : yenijenn, teñvalijenn
  • iz: yaouankiz, frankiz, oberiantiz, ar goantiz;
  • nez : furnez, levenez;
  • ni : ar gozhni;
    • oni : melkoni, c’hwervoni;
  • oniezh : yezhoniezh;
  • orzh : liorzh, buorzh;
  • ouri : ur verouri;
  • ouriezh : yezhouriezh, maenouriezh;
  • ted : brasted;
    • usted: efedusted, siriusted, (evel ded ha ted);
  • vedenn : un dekvedenn, ur vilvedenn.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]