Jelvestr Gwerc'h

Eus Wikipedia

Jelvestr Gwerc'h, anavezetoc'h evel Sylvestre de la Guerche, ganet e 1030 e Gwerc'h-Breizh, ha marvet en 1096, a oa aotrou Gwerc'h-Breizh, hag eskob Roazhon eus 1078 betek e varv.


Un harp e oa d'an dug Konan II. War-dro 1060 e teuas da vout eil aotrou Gwerc'h, ha goude eskob Roazhon e 1075. Kreskiñ a reas e berc'henniezh diwar madoù an eskopti, e parrez Radenez.


Mignon e oa da Robert d'Arbrissel hag en em sikour a rejont an eil egile.