Jeff Koons

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jeff Koons e 2009

Jeff Koons a zo un arzour amerikan bet ganet d'an 21 a viz Genver 1955 e York (Pennsylvania). Divizoù a sav dizehan diwar e oberenn. Evit tud zo ez eo deuet a-benn da dennañ ar pep pouezusañ eus luskadoù gward a-raok ar c’hantved, ar Pop Art en o zouez. Evit re all avat, n’eo nemet un arzour a blij dezhañ kalz an traoù kitsch, hag a blij da zastumerien pinvidik-mor hag a zisplij d’ar vurutelletien. Er mare-mañ emañ Koons e-touez arzourien gerañ ar bed. (47vet e top 100 al lec’hienn ofisiel artfacts.net).

Puppy, Guggenheim-Museum, Bilbao

E oberenn[kemmañ]

Un arzour klok eo Jeff Koons hag er pezh a grou e kaver roud eus kement teknik arzoù a zo : staliadurioù, luc’hskdeudenniñ, livouriezh, kizellerezh liesseurt (koad, marmor, gwer, inoks) hag oberenoù savet en ur implij urzhiataerioù. Fellout a ra dezhañ sevel oberenn a blijo d’ar brasañ niver. Pa sav un oberenn e klask “ober war-dro traoù a c’hallo an holl kaout ul liamm outo”. Goude bezañ bet trader e Wall Street e-pad ur pennad e stagas neuze gant ar arzoù, evel doare "merchandising peurvat". E oberennoù a vez savet en e stal-labour, asambles gant e skorerien. Ne sav netra e-unan : mennozhioù a zegas, ha kenlabourerien a-vicher a sav anezho da c’houde.

Pa’z implij traoù e klask kompren “perak ha penaos e c’hall bezañ azeulet traoù ar gevredigezh beveziñ”. Kemend-se a weler pa seller ouzh e oberenn : sunerezed pe ardinvinkoù ti-tredan klozet e kasedoù pleksiglas ha sklerijennet gant korzennoù neon, ha goude-se bolotennoù basket e-skourr e-barzh akwariomoù (gant sikour Richard Feynman, priz Nobel ar skiantoù fizik), hag ivez eñvorennoù marc’hadmat, bitrakoù rococo (lapined-c’hwez, mêsaerezed ha deñved sukr, Michael Jackson e porselen) ha dreist-holl c’hoarioù ha traouigoù stag ouzh ar bugaleaj. Hiziv an deiz e vez gwelet oberennoù zo savet gantañ (Inflatable Rabbit, ul lapin-c’hwez inoks bet savet e 1986, pe c’hoazh Balloon Dogs) evel re bouezusañ dibenn an XXvet kantved.

Arz Jeff Koons a c’haller gwelout evel ur meskaj eus meur a dra all : ready-made Marcel Duchamp, traoù pemdez bras-divent Claes Oldenburg, brud Andy Warhol, an artizanelezh arzoù ha skeudennerezh ar bobl. Ar skeudennadurezh implijet gant Koons a zo heñvel ouzh ur c’hatalog sevenadur ar bobl, amerikan ha bedel war un dro.

E 1991 e timezas Koons gant an aktourez filmoù pornografek italian anvet Ilona Anna Staller (ar Cicciolina). Asambles e kroujont oebrennoù atahinus, hag e teujont a-benn da vezañ anavezet gant ur bern tud. Dispartiañ a rejont e 1994 daou vloaz goude ganedigezh o mab, anvet Ludwig. Bec’h a savas etrezo pa voe anv eus mirout ar bugel. Unan eus oberennoù Koons, anvet Split-Rocker en ziskouez splann : un hanter anezhi a zo anvet Dino, an hanter all o vezañ anvet Pony, an daou anezho o tont eus skeudennerezh ar bugaleaj.

E ziskouezadegoù[kemmañ]

  • 1980 : The New, New Museum of Contemporary Art, New York
  • 1985 : Equilibrium, International With Monument Gallery, New York; Feature Gallery, Chicago
  • 1986 : Luxury and Degradation, Daniel Weinberg Gallery, Los Angeles; International With Monument Gallery, New York
  • 1987 : The New : Encased works 1981-1986, Daniel Weinberg Gallery, Los Angeles
  • 1988 : Jeff Koons : Works 1979-1988, Museum of Contemporary Art, Chicago. Banality, Galerie Max Hetzler, Cologne; Sonnabend Gallery, New York; Donald Young Gallery, Chicago
  • 1989 : Jeff Koons – Nieuw Werk, Galerie ‘T Venster, Rotterdamse Kunststichting, Rotterdam
  • 1991 : Made in Heaven,Galerie Max Hetzler, Kologn; Sonnabend Gallery, New York; GalerieLehmann, Lausanne (1992); Christophe Van de Weghe, Brusel (1992)
  • 1992 : Jeff Koons Retrospective, Stedelijk Museum, Amsterdam; Aarhus Kunstmuseum (1993); Staatsgalerie Stuttgart (1993). Jeff Koons Retrospective, San Francisco Museum of Modern Art (1992-93); Walker Art Center, Minneapolis (1993). Puppy, Schloss Arolsen
  • 1994 : Jeff Koons : A Survey 1981-1994, Anthony d’Offay Gallery, Londrez
  • 1995 : Puppy, Museum of Contemporary Art, Sydney
  • 1997 : Puppy, Guggenheim Museum, Bilbao. Jeff Koons, Galerie Jérôme de Noirmont, Pariz
  • 1998 : Jeff Koons : Encased Works, Anthony d’Offay Gallery, Londrez
  • 1999 : Easyfun, Sonnabend Gallery, New York. Jeff Koons, A Millenium Celebration, Deste Foundation, Aten (1999-2000).
  • 2000 : Easyfun-Ethereal,Deutsche Guggenheim, Berlin (2000-2001); Fruitmarket Gallery, Edinburgh(2001); Guggenheim Museum, Bilbao (2001-2002); 25è Biennale de SaoPaulo (2002); Guggenheim Museum, New York. Puppy, Rockefeller Center, New York. Split-Rocker, Palais des Papes, Avignon.
  • 2001 : New Paintings, Gagosian Gallery, Los Angeles. Easyfun–Ethereal, Fruitmarket Gallery, Edinburgh. Jeff Koons, Kunsthaus Bregenz.
  • 2002 : Easyfun-Ethereal, 25vet Sao Paulo Biennial, Sao Paulo. Easyfun-Ethereal, Guggenheim Museum, New York. Jeff Koons, York College, York. Jeff Koons. Paintings, Photos, Prints 1980-2002, Kunsthalle Bielefeld. Popeye, Sonnabend Gallery, New York.
  • 2003 : Jeff Koons, Museo Archeologico Nazionale, Napoli. Popeye, Sonnabend Gallery, New York.
  • 2004 : Jeff Koons : Highlights of Twenty-Five Years, C&M Arts, New York. From Pop to Now : Selections from the Sonnabend Collection, The Tang Museum, Saratoga Springs, New York; The Wexner Center for the Arts, Columbus, Ohio. Retrospektiv : Astrup Fearnley Museet for Moderne Kunst, Oslo ; Helsinki City Art Museum.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.