Jean Epstein

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean Epstein.jpg

Patrom:Infobox aktour

Jean Epstein (Varsovia, 25 Meurzh 1897 - Pariz 3 Ebrel 1953) a oa ur filmaozer, ur saver esaeoù hag ur romantour gall. Un teorisian war ar sinema e oa ivez.

E vuhez[kemmañ]

Goude bezañ bet skoliataet en eil derez e Bro-Suis hag aet war studi ar vezegiezh e Lyon e oa bet o labourat evel skoazeller arnodva e ti Lumière. Mont a reas pitilh war al lennegezh hag ar sinema. Embann a reas e oberenn gentañ e 1922 gant sikour Blaise Cendrars, ha seveniñ a reas e film kentañ e 1922 gant sikour Jean Benoît-Lévy. Luis Buñuel ar filmaozer spagnol brudet a labouras gantañ evel skoazeller-sevener evit Mauprat (1926) ha La Chute de la maison Usher (1928). Kavet e vez filmvarnouriezh Epstein e kazetenn modernourez L'Esprit Nouveau.

E filmoù er bloavezhioù 1920 a zo levezonet gant an eztaolouriezh alaman. War-lerc'h e tizoloas Breizh hag aozañ a reas filmoù eno : Finis Terrae, Mor vran, L'Or des mers, Le Tempestaire. Anavezet eo Chanson d'Armor evel ar film kentañ e brezhoneg en istor ar sinema. Istitlet eo e galleg.


Awenet e oa gant Breizh en e zaou romant : L'Or des mers (c'hoarvezh a ra an darvoudoù en Enez Eusa) ha Les Recteurs et la sirène (en Enizenac'h e c'hoarvezh an darvoudoù).


E filmoù La Glace à trois faces (1927) ha Le Tempestaire (1947) a oa adnevezet ha lakaet e gwerzh e stumm un DVD en dastumad Avant-Garde: Experimental Cinema of the 1920s and 1930s.

Filmoù[kemmañ]

Levrioù[kemmañ]

  • Bonjour, cinéma, La Sirène, 1921
  • La Poésie aujourd'hui, La Sirène, 1921
  • La Lyrosophie, La Sirène, 1922
  • Le Cinématographe vu de l'Etna, Les Écrivains réunis, 1926
  • L'Or des mers, Valois, 1932
  • Les Recteurs et la sirène, Montaigne, 1934
  • La Photogénie de l'impondérable, Corymbe, 1935
  • L'Intelligence d'une machine, Melot, 1946
  • Le Cinéma du diable, Melot, 1947

Embannet n'eus ket pell :

  • Écrits sur le cinéma, 2 vol., Seghers, 1974-1975
  • L'Or des mers, La Digitale, 1995
  • Les Recteurs et la sirène, La Digitale, 1998

Diwar e benn :

  • Vincent Guiguegno, Jean Epstein, cinéaste des îles, Place, 2003

Liammoù diavez[kemmañ]

Gwelet ivez[kemmañ]