Jean Baptiste Camille de Canclaux

Eus Wikipedia
Jean Baptiste Camille de Canclaux

Jean Baptiste Camille de Canclaux, bet ganet e Pariz d'an 2 a viz Eost 1740 hag aet da Anaon er memes kêr d'ar 27 a viz Kerzu 1817, a oa ur jeneral gall da goulz an Dispac'h Gall. Senedour e voe ivez e-pad an Impalaeriezh C'hall Kentañ hag ezel eus Kambr ar Birien da-geñver an Adaozadur Kentañ.

Kemer a reas perzh e koulzadoù peoc'hidigezh Vande ha Breizh e 1792-1794 ; trec'h e voe en Emgann Kergidu.