Jean-Marie de Lamennais

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Jean-Marie de Lamennais pe, ent-ofisiel Jean-Marie de la Mennais, a zo bet ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1780 e Sant-Maloù (Breizh) ha marvet d'an 26 a viz Kerzu 1860 e Ploermael (Breizh).

Abred-kenañ, dre e vuhez kefredel uhel, e voe douget da zifenn an Iliz a-enep da brederourion ar Sklêrijenn. Kelenner e voe war ar Feizoniezh ha goude e velegiezh e voe kure en iliz-veur Sant-Maloù ha neuze sekretour eskob Sant-Brieg ha goude-se e Pariz e-lec'h ma voe karget da zibab un daou-ugent a eskibion evit Bro-C'hall. Nac'h a reas bepred bezañ eskobet e-unan avat. Etretant en deus diazezet gant an aotrou Gabriel Deshayes eus an Alre ur genvreuriezh a vo penn-kentañ kenvreuriezh "Breudeur ar Gelennadurezh Kristen" anavezet gwelloc'h dindan he lesanv "Breudeur Ploermael", e-lec'h m'emañ Ti-kreiz an urzh-se.

Gant e vreur Felisite de Lamennais e skrivas pennadoù a voe kondaonet gant Roma. Neuze e plegas Yann-Vari met e vreur a daeras betek terriñ gant an Iliz. Gouzañv kalz a reas Yann-Vari diwar an dra-se hag en em ouestlas neuze penn-da-benn da oberenn ar skolioù kristen. E 1851 e voe benniget an oberenn gant ar pab Pi IX ha da fin e vuhez e konted dija 800 breur.