Jean-Jacques Goldman

Eus Wikipedia
Jean-Jacques Goldman er Zénith Paris - La Villette e 2002.

Jean-Jacques Goldman, ganet e 1951, a zo ur sonaozer, kaner ha produour gall diseurtajoù ha pop rock dreist-holl. Berzh bras en deus graet er bloavezhioù 1980, ha 1990 er triad Fredericks Goldman Jones. Savet en deus ivez kanaouennoù evit Johnny Hallyday, Céline Dion (D'eux eo an albom gallek ar muiañ gwerzhet er bed), evit sonerezh orin filmoù hag arlizhioù skinwel. En em c'houestlet en deus ivez da Les Enfoirés hag a vod kalz arzhourien ha tud brudet evit sikour ar gevredigezh Les Restos du cœur. Paouezet en deus e remzad kaner e 2004 met karet e chom gant an dud e Frañs.

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo d'an 11 a viz Here 1951 e Pariz, hag eñ trede bugel ur familh a bevar. E vamm, Ruth Ambrunn, ganet e München a zo a orin yuzev, hag e dad, Alter Mojze Goldman, ganet e Lublin (Polonia), a zo bet er Rezistañs C'hall e-kerzh an Eil Brezel Bed. E zud en doa ur stal reizhoù sport e Montrouge, e-kichen Pariz. Kemer a ra kentelioù piano ha goude bioloñs, met dedennet eo gant ar gitar dreist-holl, sonet gantañ gant ar skouted.

Dimeziñ a ra Jean-Jacques Goldman da Catherine Morlet d'an 7 a viz Gouere 1975 ha tri bugel o deus : Caroline (1975), Michael (1979) ha Nina (1985). Dibriediñ a reont e 1997 hag addimeziñ a ra e miz Here 2001 gant ur fan, Nathalie Thu Huong-Lagier, ganet e 1979, gall-ha-viêtnamat ha studierez matematikoù. Teir merc'h o deus : Maya (2004), Kimi (2005) ha Rose (2007). En em staliañ a reont a Marselha, kêr orin Nathalie. E miz Here e tilojont en ur banlev eus Londrez.

Remzad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget en deus da ganañ e 1966. Mont a ra er strollad Red Mountain Gospellers araok krouiñ The Phalansters, ha goude e ya e-barzh Taï Phong. Kenderc'hel a ra da ganañ en e-unan ha dont a ra da vezañ brudet kenañ er bloavezhioù 1980, gant titloù evel Il suffira d'un signe (1981), Quand la musique est bonne (1982), Je te donne (1985) ha Là-bas (1987). Etre 1990 ha 1994 e kan en triad Fredericks Goldman Jones gant e vignoned Carole Fredericks ha Michael Jones. Adalek 1997 e tistro d'e remzad solo gant an albom En passant ha kanaouennoù evel Sache que je.

Adalek 2004 ne vez ket gwelet ken er mediaoù. Kenderc'hel a ra da sevel kanaouennoù evit arzourien all evel Liane Foly, Patrick Fiori, Calogero.