Jean-Jacques Dessalines

Eus Wikipedia

Janjak Desalin (kreoleg Haiti), e galleg Jean-Jacques Dessalines, a oa ur brogarour eus Haiti. Ganet eo bet d'an 20 a viz Gwengolo 1758 e plantadeg Cormier e-kichen Grande-Rivière-du-Nord. Drouklazhet e voe e Jacmel e 1806. Dessalines a oa unan eus renerien Dispac'h Haiti ha bet eo kentañ impalaer Haiti (18041806 dindan an anv Jakez Iañ).

Du e oa ha sklav e oa da gentañ e Saint-Domingue. Dont a reas da vezañ letanant eus Toussaint Louverture. Aozañ a reas e miz Here 1802 taol-dispac'h arme Saint-Domingue a-enep urzh Napoléon Bonaparte ha stourm a reas ouzh ar jeneral hanterouenn André Rigaud hag ar jeneral gall Charles Leclerc.