Jawa
Jawa (pe Java) zo unan eus inizi Indonezia. Eus al lec'hioù pobletañ zo er bed eo Jawa, gant 124 milion a annezidi, zo o vevañ war ur gorread 132 000 km².
Emañ Jawa en aridennad inizi en em astenn eus kornôg da reter Indonezi, gant Sumatera er c'hornôg dezhi ha Bali er reter. Er biz emañ enez Borneo. Un toullad mat a venezioù-tan zo Jawa, hag abalamour d'an danvezioù taolet gant ar menezioù-tan-se eo druz ha strujus an douaroù.
E Jawa emañ kêr-benn Indonezia, Jakarta. Kêrioù bras all zo en enezenn, evel Surabaya, Bandung ha Semarang. Komzet e vez javaeg e kreiz hag e reter an enezenn.
Gwechall e oa ur rouantelezh hindou hag en amzer an trevadenniñ e oa unan eus ar broioù e dalc'h Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter, en Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù. Bremañ ez eo kreizenn buhez politikel hag armerzhel Indonezia.
Rannet eo Jawa e peder froviñs ha daou zistrig :
- Banten
- Jawa Barat (kornôg Jawa)
- Jawa Tengah (kreiz Jawa)
- Jawa Timur (reter Jawa)
- Jakarta (distrig ar gêr-benn)
- Yogyakarta (distrig arbennik)
