Jarosław Dąbrowski

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jaroslav Dombrowski

Ganet e voe Jarosław Dąbrowski (anavezet e galleg gant ar stumm Jaroslav Dombrowski) e Jitomir e Bro-Bolonia e 1836. Mab ur familh paour eus an noblañs e oa hag ober a reas e studioù e Brest-Litovsk hag e Sankt Peterbourg. Mont a reas e Lu ar C’haokaz betek 1859. Pa zistroas en em lakaas en Akademiezh al lu. Kaset e voe da Varsovia da vougañ an emsavadeg. Emglev a reas gant ar re-se betek mont er C’hengor Broadel Kreiz. Harzet e voe e 1862 ha kondaonet d’ar marv. E 1864 e voe cheñchet e gastiz e harlu. E Bro-C’hall ec'h erruas e 1865 ha gounit a rae e dammig kreun dre dresañ. E 1866, e-pad ar brezel etre Italia hag Aostria, e kejas gant republikaned evel Delescluze, Varlin ha Auguste. E-pad ar Sez e voe harzet div wech abalmour m'en doa kavet abeg en difenn, kement-se war ul levr-stroll. Pa grogas ar Gomun e voe lakaet da gomandant an XIIvet lejion. Adalek an 9 a viz Ebrel e voe lakaet e-penn difenn an dachenn ar muiañ taget: Neuilly. Rossel a roas dezhañ renadur holl soudarded ar ribl dehou. C’hoant en doa d'implij ar c'hanolierezh met ne voe ket selaouet. D’an 23 a viz Mae e voe gloazet-bras war bardell straed Myrrhe. Mervel a reas div eurvezh diwezhatoc’h. E gorf a voe kaset d’ar Père-Lachaise evit bezañ enoret. Ur chapel-biledoù a voe aozet hag ar bobl a rae al lost evit pokat da dal gwellañ jeneral ar Gomun. War a seblant e vije bet douaret korf Dombrowski e bered Ivry, hogen den ne oar pelec’h emañ e gorf.