Jaquette Löwenhielm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jacquette Löwenhielm, e 1824

Jaquette Löwenhielm pe Gustava Charlotta Jacquette Aurora Gyldenstolpe (1797 – 1839, Kergustentin) a oa ur gontez svedat, dimezell a enor Rouanez Sveden, ha pried-kleiz d'ar priñs Oscar Bernadotte, a-raok ma voe anvet da roue Sveden.

Merc'h e oa Jaquette d'ar Major General Nils Wexionius, 5vet Kont Gyldenstolpe (ganet d'an 31 a viz Here 1768 en Forsby, marvet d'an 28 a viz Eost 1844 en Stockholm), ha d'e bried Charlotta Aurora De Geer (ganet d'an 19 a viz Gwengolo 1779, marvet d'ar 14 a viz Mae 1834 en Stockholm), dimezet o-daou d'an 12 a viz Ebrel 1796 en Kastell Stockholm. Jaquette Gyldenstolpe a oa dimezell a enor gant ar rouanez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp a-raok eurediñ d'al Letanant Jeneral ha Kont Carl Gustaf Löwenhielm (1790-1858) d'an 18 a viz Gwengolo 1817. Goude an eured ez ejont o-daou da chom war ar maez. Bugel ebet n'o doe.

Distreiñ e kêr a rejont pa voe anvet he fried da gambrelan e lez ar priñs pennhêr. Jaquette a c'hanas ur verc'h, anvet Oscaria, en 1819, . Roet e voe ar bugelig da vourc'hizien da sevel , ha kemer a reas o anv. Jaquette hag Oscar en em zaremprede, hervez lizhiri prevez eus an amzer. En 1821 e oa krog al lez da vezeañ diaezet gant an darempred-se ha kaset e voe ar priñs Oscar da veajiñ dre Europa da glask ur pried dereatoc'h.


Torret e voe dimeziñ Jaquette ha Löwenhielm e Gwengolo 1829, war zigarez e oa disheñvel o zemz-spered. Addimeziñ a reas Jaquette d'ar baron finlandat Uno von Troil (1803-1839) e miz Eost 1838. Mervel a rejont o-daou dindan bloaz, e Turki, ma oa bet anvet he fried. Divugel e oant ivez.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Lars Elgklou (1978). Bernadotte. Historien - eller historier - om en familj. Stockholm: Askild & Kärnekull Förlag