Janed III Navarra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Janed III Navarra

Janed III Navarra pe Janed Albret (Saint-Germain-en-Laye 1528-1572 Paris ), pe Jeanne d'Albret (e galleg) a oa rouanez Navarra (1555-1572). Dre he dimeziñ d'an dug Anton Bourbon eo mamm an Tiegezh Bourbon.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa d'ar 16 a viz Du 1528 e kastell al lez c'hall, e Saint-Germain-en-Laye [1][2] =. Merc'h e oa da Herri Albret (1503-1555), roue Navarra (1517-1555) ha da Marc'harid Angoulême , c'hoar henañ d'ar roue gall Frañsez Iañ.

Savet e voe Janed e lez Bro-C'hall hag e Normandi, dispartiet diouzh he zud, gant mitizhien ha mevelien, hag ivez ur mestr anvet Nicolas Bourbon.[3], dindan aotrouniezh he eontr roue.

Diskouez a rae bezañ pennek ha dispont. En 1541 e klaskas Janed stourm ouzh an dimeziñ a glasked aozañ dezhi gant Wilhelm von Kleve (1516-1592), dug Kleve, breur da Anna von Kleve, pedervet gwreg ar roue saoz Herri VIII Goude ma ne oa nemet 12 vloaz ec'h enebas ouzh ar roue betek deiz al lid, goude ma oa bet skourjezet evit he lakaat da sentiñ,[4], ma voe ret d'ar c'honestabl Anne de Montmorency he bountañ betek an aoter[5][6]. Deskrivet eo bet Janed en deiz-se, gwisket kaer, ur gurunenn aour war he fenn, sae aour hag arc'hant endani gant mein prizius, mantell satin erminiget[7].

Pevar bloaz goude e voe torret an dimeziñ politikel-se dre ma ne oa ket bet kaset da benn.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Goude marv Frañsez Iañ (Bro-C'hall) en 1547, e timezas Janed Albret, e miz Here 1548, e Moulins, da Anton Bourbon, « kentañ priñs a wad ». Pemp bugel o doe, ha daou a chomas bev.

Rouanez Navarra[kemmañ]

Poltred Janed Albret gant un arzour eus skol Francois Clouet, eil kard ar XVIvet kantved

E miz Mae 1555, goude marv he zad Herri II Navarra, e voe anvet da Rouanez Navarra war un dro gant he fried. E miz Gouhere e voe teuzet ur pezh moneiz da lidañ ar ren nevez, ha skrivet warnañ e latin: Antonius et Johanna Dei gratia reges Navarrae Domini Bearni.[8] E miz Eost e voent kurunennet e Pau en iliz-veur, hervez al lid katolik.

Heuliañ skouer he mamm (marvet e 1549), a reas Janed ha reiñ harp d'ar brotestantiezh. Daoust da se ne fellas ket dezhi dispartiañ diouzh an iliz katolik da gentañ. Douget e oa, evel he mamm, da lennegouriezh ar XVIvet kantved, d'ar frankiz da soñjal.[9]
Eno emañ gwrizioù he feiz protestant hag a raio dezhi treiñ war-du ar galvinegezh.

E kentañ bloavezh he ren e c'halvas Janed ministred protestant d'en em vodañ. Goude-se e tisklerias e oa ar galvinegezh a oa relijion ofisiel he rouantelezh

Klask a reas ivez adkemer Navarra Uhel, aloubet gant ar Spagnoled e 1512, en aner avat.


E 1561, ar rouanez Catarina de' Medici, rejantez evit he mab Charlez IX, he devoa kemeret Anton da Letanant Jeneral Bro-C'hall. Janed ha Catarina en em zaremprede el Lez e dibenn ren Frañsez Iañ


Harperez ar brotestantiezh[kemmañ]

E 1560 e teuas da vout protestantez, betek neuze e tiwalle da ziskouez he doug d'ar relijion nevez. Dindan levezon Théodore de Bèze , degouezhet en he lez, e Nérac, e miz Eost 1560, eo e torras he darempred gant an iliz katolik, hag ofisielaet e voe kement-se da Nedeleg . [10]. Diwar neuze eteuas da vezañ unan eus pennoù bras ar gostezenn brotestant e Bro-C'hall, hag enebourez an Enepkempennerezh.[11]

Er memes amzer edo he fried Anton oc'h embann e vennozhioù katolik e lez Bro-C'hall.
Dre un ordrenañ e Gouhere 1561 ec'h aotreas ar galvinegezh en he rouantelezh.


Notennoù[kemmañ]

  1. Nancy Lyman Roelker, 1968, p. 7
  2. Pierre Babelon, Henri IV, 1982, p. 28
  3. Roelker, p.31
  4. Robin, Larsen and Levin. {{{title}}}, 3. 
  5. "Strage 1976, p. 149"/
  6. Hackett 2007, p. 419.
  7. Roelker, p.55
  8. Bryson, David (1999). Queen Jeanne and the Promised Land: Dynasty, Homeland, Religion, and Violence in Sixteenth-Century France. p.75
  9. Bryson, p.72
  10. Paul-F. Geisendorf. Théodore, de Bèze. Genève, éd. Labor et Fides, 1949, p. 120.
  11. Roelker, p.154