Jane Digby
Jane Elizabeth Digby, pe Lady Ellenborough (1807 – 1881), a oa ur gontez saoz .
Ganet e oa Jane Digby e Dorset. Merc'h e oa d'an amiral Henry Digby ha da Lady Jane Elizabeth Coke. E 1799 e voe kemeret al lestr spagnol Santa Brigada, gant he zad. un teñzor a oa war ar bourzh, ha setu deuet an tiegezh da vezañ pinvidik-mor. Gant an amiral Nelson edo e Trafalgar, kabiten war al lestr Africa. Digantañ eo he devoe Jane Digby domani Minterne Magna e Dorset.
Brudet e voe buhez prevez romantel Jane Digby, e-pad meur a zek vloaz, en Europa hag er Reter Nesañ. Pevar gwaz he doe ha dreist-holl serc'heged e-leizh, en o zouez Ludwig Iañ Bavaria hag e vab Otto, roue Gres, ar politikour Felix zu Schwarzenberg, ur jeneral ha brigant alabanat.
Taolenn |
E Siria[kemmañ]
Da c'hwec'h vloaz ha daou-ugent e veajas da Siria. orgediñ a reas ouzh ar cheikh Medjuel el Mezrab, 20 vloaz yaouankoc'h eviti. Dimezet e voent hervez al lezenn vuzulmat, hag anvet e voe ar wreg Jane Elizabeth Digby el Mezrab. Evurus e voent ken e varvas 28 bloaz diwezhatoc'h.
Mervel a reas e Damask, e Siria
Poltred[kemmañ]
Poltredet e voe gant Stieler evit Poltredaoueg ar gened, aozet gant ar roue Ludwig Iañ Bavaria.
Gwaz ha serc'heged[kemmañ]
-
Ludwig Iañ, roue Bavaria, poltredet gant Joseph Karl Stieler, e 1826
-
Otto, Roue Gres, mab da Ludwig Iañ.
Lennadurezh[kemmañ]
- Mary S. Lovell (1998). A Scandalous Life: A Biography of Jane Digby. Fourth Estate. ISBN 1857024699.
- Ure, John (2004). In Search of Nomads. Constable and Robinson. ISBN 1-84529-082-8.
- Bedell Smith, Sally (1996). Reflected Glory. The Life of Pamela Churchill Harriman. Simon and Schuster. ISBN 0-684-80950-8.