Jan van Dornicke

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jan Van Dornicke : An Itron Varia, Jezuz, sant Jozef hag un ael, eoullivadur war goad, 37,5 x 26,7 cm

Jan van Dornicke (pe Janssone, van Doornik pe van Dornick) a oa ul livour izelvroat bet ganet e-tro 1470 ha marvet e-tro 1527. Labourat a reas en Antwerpen etre 1509 ha 1525. Renket e vez e oberennoù en Orbidouriezh Antwerpen, ha marteze e oa ivez Mestr 1518. En XVIIIvet kantved e oe ivez ul livour izelvroat anvet Jan van Dornicke.

Daveoù[kemmañ]

  • Witt Library, "A checklist of painters c. 1200-1976 represented in the Witt Library, Courtauld Institute of Art, London", Mansell Information Publishing, Londrez, 1978

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.