Jan van Amstel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Jan van Amstel (e-tro 1500 en Amsterdam - e-tro 1542 en Antwerpen) a oa ul livour izelvroat.

E 1528 (pe marteze a-raok) ez eas da Antwerpen, ma voe degemeret e kouch al livourien. Dimeziñ a reas gant Adriane van Doornicke. Goude marv van Amstel e timezas-hi en-dro hag e 1544 e voe ganet he mab Gillis van Coninxloo. Marteze e voe ivez breur henañ Pieter Aertsen ha breur-kaer Pieter van Aelst.

Soñjal a reer e oa van Amstel Unarouezer Brunswick, rak ar sinadur J. V. AMSL a vez gwelet e div oberenn savet gantañ (Boueta ar re baour ha Boueta pemp mil den).

Liammoù diavaez[kemmañ]