Jamestown (Virginia)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jamestown, war aod reter ar Stadoù Unanet
Un delwenn en enor da John Smith, kabiten trevadennerien gentañ Jamestown

Jamestown zo ur gêr eus Virginia, e Stadoù Unanet Amerika. Bez’ eo al lec’h kentañ annezet da vat gant trevadennerien eus Europa e Norzhamerika. En aber ur stêr anvet James River emañ.

Istor[kemmañ]

Krouet e voe ar gêr d’ar 14 a viz Mae 1607, gant trevadennerien dilestret eus ur vag kaset gant ar Virginia Company, hag anvet e voe « James Fort », en enor d’ar roue James I, roue Bro-Saoz ha Bro-Skos. En deroù e oa un darempred mat a-walc’h etre an drevadennerien hag an Indianed a oa o vevañ er vro. Buan e trenkas an traoù avat ha dindan un nebeud bloavezhioù e voe lazhet an Amerindianed-se.

E Jamestown e tilestras an Afrikaned kentañ a voe degaset da Amerika evel sklaved, e 1619. E Jamestown ivez e voe savet an iliz anglikan kentañ eus ar Stadoù Unanet. Tro-dro da Jamestown ivez e teraouas gounidigezh ar butun er Stadoù Unanet (e 1614). Hag e Jamestown e voe savet ar c’hentañ kuzul dilennet, e 1619, evit ren Trevadenn Virginia hag evit kinnig "lezennoù reizh" d’an dud a oa o chom eno. Kêr-benn Virginia e voe Jamestown betek 1699, pa voe kaset sez ar gouarnamant da Middle Plantation (anavezet bremañ evel Williamsburg), rak Jamestown a oa bet distrujet gant an tan, meur a wech, e 1608, e 1676 hag e 1698. Ouzhpenn-se ne oa ket gwall yac’h, pa oa e-kreiz geunioù, hag uhel a-walc’h e oa ar feurm mervel enni.

Liammoù diavaez[kemmañ]