Jakez Bourbon (1870-1931)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jakez Bourbon (1870-1931)

Jakez Bourbon a oa goulenner legitimour kurunenn Bro-C'hall ha goulenner karlosat kurunenn Bro-Spagn, eus 1909 da 1931. Dougen a rae an titloù kourtez : « Dug Anjou » ha « Dug Madrid ». Marvet eo e 1931


Ganet eo bet e La Tour-de-Peilz, tost da Vevey, e kanton Vaud, e Suis d'ar 27 a viz even 1870, ha marvet eo e Pariz (8vet arondisamant) d'an 2 a viz Here 1931. E anv klok a oa : "Jacques Pie Jean Charles Bienvenu Samson Pélage Herménégilde Recarède Alvare Ferdinand Gonzalve Alphonse Marie des Douleurs Henri Louis Robert François Ramire Joseph Joachim Isidore Léandre Michel Gabriel Raphaël Pierre Benoît Philippe de Bourbon". Badezet e voe e La Tour-de-Peilz d'an 30 a viz Even 1870, gant e eontr-kozh « Kont Chambord » da baeron hag e vamm-gozh a-berzh e dad, « Kontez Montizón » da vaeronez.