Jacques Grippa

Eus Wikipedia

Jacques Grippa a zo bet ganet e 1913 ha marvet e 1990.

Politikour belgiat, emsaver komunour, ezel eus renouriezh Strollad Komunour Belgia e rannvro Brusel e-pad ar bloavezhioù 1930.

Bac'het ha jahinet e voe e Breendonk gant an nazied.

E 1963 e voe skarzhet eus Strollad Komunour Belgia evit bout bet savet a-du gant Strollad Labour Albania ha Strollad Komunour Sina.

Sevel a reas ur Strollad Komunour Belgia arall. Hemañ a reas berzh e-pad un nebeud bloavezhioù a-raok tarzhañ e 1967.

Oberennoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jacques Grippa, Marxisme-Léninisme ou révisionnisme - Du XIIIème au XIVème Congrès du Parti Communiste de Belgique, Embannadurioù Le livre international, Brusel, 1963;
  • Jacques Grippa, Chronique vécue d'une époque 1930-1947, Embannadurioù Epo, Brusel, 1988 .

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alain Colignon, Nouvelle Biographie Nationale, levrenn 7, p.170-176, pennad "Grippa", Brusel, 2003.