Jacques Daret

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Rouaned

Jacques Daret (1404 e Tournai - 1470) a oa ul livour flamank.

E Tournai e voe ganet Jacques Daret. E 1427 e voe deskard e stal-labour Robert Campin, ma chomas e-pad 15 vloaz. Goude-se e labouras evit duged Bourgogn, hag ivez evit abad abati Saint-Vaast e-pad 20 vloaz.

E 1454 e labouras war ginklañ kêr Lille gant pevar deskard. E 1468 e labouras war ginglañ kêr Brugge gant arzourien all evel Hugo van der Goes da-geñver eured Charlez Valois-Bourgogn ha Marc'harid York.

Stern-aoter abati Saint-Vaast en Arras eo e oebrenn vrudetañ, ne chom nemet peder fanell anezhi.

Oberenn[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.