Meijer de Haan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jacob Meijer de Haan)
Mont da : merdeiñ, klask

Meijer de Haan (14 a viz Ebrel 1852 en Amsterdam24 a viz Here 1895 en Amsterdam) a oa ul livour izelvroat. Ganet e voe en ur familh yuzev pinvidik perc'henn war ur wispiderezh. E 1888 ez eas da Bariz ma kejas gant Theo van Gogh, Paul Gauguin ha Camille Pissarro. De Haan ha Paul Gauguin a zeuas da vezañ mignoned. An daou anezho a livas mogerioù ostaleri Marie Henry er Poull Du. De Haan a baee pañsion Gauguin, en eskemm e teske gantañ. Kemer a reas perzh e skol Pont-Aven hag er sintetegezh.

Marie Henry o reiñ bronn d'he bugel,1889, eoullivadur war lien,60x73

Gant Marie Henry en doe ur verc'h. Daoust ma ne oa ket dimezet Marie Henry he doa dija ur verc'h all, lesanvet Mimi. Pa zivizas de Haan mont da Dahiti gant Gauguin e paouezas e familh da sikour anezhañ a-fet argant. E 1890 e kuitaas Breizh, goude bezañ roet e daolennoù da Varie Henry, hag e tistroas da Amsterdam. O merc'h a voe ganet e miz Even 1891.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Liammoù diavaez[kemmañ]