Jac Glan-y-gors

Eus Wikipedia
Jac Glan-y-gors

Un oberour flemmskridoù politikel hag ur barzh flemmganoù e oa John Jones (Jac Glan-y-gors) (10 a viz Du 1766 - 21 a viz Mae 1821), ganet e Cerrigydrudion, e Sir Ddinbych en amzer-hont.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet ha maget e voe Jac Glan-y-gors en atant Glan-y-gors e parrez Cerrrigydrudion, mab e oa da Margaret ha Laurance (sic) Jones. Tremen a reas e yaouankiz o labourat en atant betek e 23 bloaz. Ur pennad e voe skoliet e Llanrwst (Ysgol Rad Llanrwst). E 1789 ez eas da Londrez da labourat en ur stal.
Hervez un dihell e vije aet di abalamour da dec'hel rak paotred al lezenn hag an urzh a felle dezho e lakaat da vont er milis lec'hel, unan eus an ugent bennak a voe savet e Kembre da neuze dre ma krede an dud e c'hallfe ar C'hallaoued dilestrañ.

E 1793 e oa o terc'hel an ostaleri 'Canterbury Arms', e Southwark. E 1818 e oa an davarn King's Head e Ludgate Street e Londrez, ma varvas e 1821.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e flemmskridoù politikel e kembraeg e tiskleir e vennozhioù politikel heñvel ouzh re Tom Payne hag e vrogarouriezh gembreat.

Brudetoc'h eo e varzhonegoù, ha dreist-holl Cerdd Dic Siôn Dafydd : ur C'hembread eo Dic Siôn Dafydd a ra fae war e yezh hag a varmouz ar Saozon. Mont a ra da Londrez ma teu da vout marc'hadour dilhad. Lavarout a ra en deus ankouaet e gembraeg, hag un deiz pa deu da welout e vamm ha ne oar nemet kembraeg ne fell dezhañ komz nemet saozneg. Unan eus brudetañ barzhonegoù an XIXvet kantved eo ha plijout a ra atav evit doare. Deuet eo an anv 'Dic Siôn Dafydd' da vezañ patrom ar C'hembread a ra fae war e wrizioù, evel an anv "Uncle Tom" e sevenadur an Afrikamerikaned.


Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]