Jón Sigurðsson

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jón Sigurðsson

Jón Sigurðsson (ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1811 ha marvet d'ar 7 a viz Kerzu 1879) a oa un istorour hag ur politikour islandat eus an XIXvet kantved, a voe e penn ar stourm evit dizalc'hiezh Island diouzh Rouantelezh Danmark.

Mont a reas da Gopenhagen e 1833, da studiañ ar yezhoniezh hag an istoro e skol-veur ar gêr-se. Neuze e krogas da labourat e Dalc'had ar skridoù islandek eno. Dont a reas da vezañ unan eus gwellañ arbennigourien an amzer-se war ar sagaoù islandek ha war istor Island. Ne dapas morse diplom ebet er skol-veur avat, dre ma ouestlas e holl nerzhioù hag e holl amzer d'ar politikerezh.

E 1844 e voe dilennet da gannad e-barzh an Althing, a oa ur c'huzul da aliañ roue Danmark war aferioù Island. Dont a reas da vezañ prezidant an Althing e 1849. Eno e renas, e-pad bloavezhioù, ar stourm evit dizalc'hiezh Island. E-keit-se e kendalc'he da gas war-raok e labour war al lennegezh islandek : e 1851 e voe lakaet da brezidant an Hið íslenska bókmenntafélag (Kevredigezh al lennegezh islandek) e Kopenhagen. E 1874 e voe roet da Enez ar Skorn ur vonreizh a aotree dezhi un tamm mat a emrenerezh evit ren hec'h aferioù diabarzh.

Dibabet e oa bet deiz-ha-bloaz Jón Sigurðsson, ar 17 a viz Mezheven, da embann dizalc'hiezh Republik Island, er bloavezh 1944. Abaoe an amzer-se ez eo ar 17 a viz Mezheven deiz gouel broadel Island.