Jóhanna Sigurðardóttir
Eus Wikipedia
Jóhanna Sigurðardóttir, kentañ ministr Enez ar Skorn
Jóhanna Sigurðardóttir zo ganet d'ar 4 a viz Here 1942 e Reykjavík. Ur bolitikourez islandat eo, anvet eo bet da gentañ ministr Enez ar Skorn d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2009 (ar 37vet eo). Ezel eo eus ar Samfylkingin, ur strollad politikel islandat sokiodemokrat. Sachet he deus evezh ar gelaouerien etrevroadel abalamour m'emañ o vevañ gant ur vaouez, ar skrivagnerez Jónína Leósdóttir, goude bezañ bet daou vugel gant he fried a-raok.
He labour a vo klask adsevel ur vro kaset d'ober freuz-stal gant ar wazed a zo bankoù ar vro etre o c'hrabanoù.
Strolladoù politikel [kemmañ]
Bet eo er strolladoù-mañ:
- Alþýðuflokkurinn, ar Strollad Sokiodemokrat (1978 – 1994)
- Kuitaat a reas ar stollad da sevel Þjóðvaki, pe Dihun ar vro, (National Movement a lavaront e saozneg), un emglev strolladoù bihan eus an tu kleiz (1994 – 2000)
- Samfylkingin, an Emglev Sokiodemokrat, dorn-ouzh-dorn gant ar Strollad sokiodemokrat, abaoe 2000