Ivonet Omnes

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask

Ur skrib e oa Ivonet Omnes a lakaas e anv war dornskrid latin Speculum Historiale Visant Beauvais deiziet etre 1330 ha 1350. E marz an dornskrid latin-mañ e oa oc'h eilañ e skrivas un nebeut gwerzennoù krennvrezhonek. Diskoachet int bet d'an 20 a viz Genver 1913 gant Joseph Loth, hag embannet damc'houde er Revue Celtique. Sellet e vez outañ evel ar c'hoshañ skrivagner vrezhonek anavezet.

Ne ouzer tra diwar-benn Ivonet Omnes a c'hellfe bezañ ur c'hloareg laosk e spered e-keñver erbedennoù an Iliz. Darn eus ar barzhoneg a zo bet ijinet gantañ war a seblant, met gwelout a reer ivez pemp gwerzenn a zo bet anavezet evel roudoù ur son (lai e galleg kozh) a c'hellfe bezañ deiziet war dro an XIvet kantved hervez Léon Fleuriot.

Soñjal a ra hemañ eo tost gwerzadurezh cynghanedd lusg Kembre a veze priziet gant ar varzhed kembraek e mare ar c'hrenngembraeg.

Goude reizhadurioù Fleuriot e c'heller treuskrivañ elfennoù koshoc'h ar varzhoneg evel-henn : E brezhoneg a-vremañ :

an guen heguen am laouenas
an hegarat an lacat glas...
mar ham guorant va karantit
da vout in nos oh he kostit
uam guaret nep pret...

Ar wenn hewen am laouenas / An hini wenn minc'hoarzhus am laouenaas
An hegarad he lagad glas / An hini hegarat he lagad glas...
Mar am gwarant va c'harantez
Da vout en noz ouzh he c'hostez
Gwamm garet, nep pred... (Maouez karet)

  • Gwên = gwenc'hoarzh/minc'hoarzh
  • Hewen = gwenc'hoarzhus/minc'hoarzhus

Hervez boazioù ar Grennamzer e veze kanet ar varzhoneg-se ha tost eo he gwerzadurezh da hini Pemzec leuenez Maria. Setu reolennoù pennañ ar werzadurezh-mañ :

  • ur silabenn e-kreiz ar werzenn a glot gant an eil diwezhañ evel-henn:
  • - - - a - - a b
  • silabennoù-dibenn a vez adimplijet evel klotennoù diabarzh

[kemmañ] Daveoù

  • Fleuriot, Léon. Langue et société dans la Bretagne ancienne. In Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, Levrenn 1, p.p. 18-20. Champion-Slatkine, 1987.
  • Raoul, Lukian. Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien, p.332, Al Liamm, 1992.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù