Ivan Nemet

Eus Wikipedia

Ivan Nemet (e serbeg:Иван Немет) a zo bet ganet d'ar 14 a viz Imbril 1943 e Sombor (Yougoslavia) ha marvet d'an 16 a viz Kerzu 2007 e Basel (Suis).

Mestrc'hoarier echedoù yougoslaviat serb ha suis.

Mestr Meur e oa.

E miz Here 2007 edo 2348 e renk Elo.

Kampion Yougoslavia e oa bet e 1979. Erruet e oa e Suis e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980. Broadet e voe suis. Ezel e oa a skipailh broadel Suis. Kampion Suis e voe en Arosa e 1990. Kampion kevredel Suis e Basel. C'hoari a rae e Kleub Birseck ha labourat a rae kalz da skoazellañ ar c'hoarierion yaouank.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]